Loading...

Kinnig a ra Sivienn strategiezhoù lunerezh dibar hag a implij teknikoù dre gendarempred hag a lak anezho war sinaloù son enrollet gant strolladoù kaptorioù gouzañvus. Diazezet eo he zeknikoù war tebegoù pleustrek hag ober a ra disoc'hoù teorikel a c'heller lakaat war sinaloù son muzuliet.
Labourat a ra Sivienn gant ar jedoniourien araokaetañ da ginnig servijoù reizhet a-ratozh diouzh implij ar roadennoù, eus skriptoù da vrikennoù teknologel.

Kas ar ouiziegezh war-raok

E n'eus forzh peseurt stumm (klevidik, stirennek pe tredanwarellek) e c'hell ar gwagennoù bezañ implijet da sontañ a-benn tapout stlennadoù diwar-benn un danvezenn dianav. E prantad kentañ ar sontadur (transduktorioù er c'hlevoù, krendoaurerezoù er geofizik pe stignoù en tredanwarelladurioù) e vez krouet gwagennoù, hag ur strollad reseverien o enroll. En eil prantad niverel e vez tretet ar roadennoù enrollet a-benn priziañ darnoù dereat 'zo eus an danvezenn : mammenn pe lec'hioù an dameuzherien ha stummoù.


Bez eo an dae brasjediñ darnoù eus ar framm dianav pa ne vez hegerz nemet patromoù treuzkas arnes ha roadennoù harzet ha trouzus. Bez eo an argerzh a-bezh dizoloeiñ ha lec'hiañ mammennoù ha dameuzherien a-benn adsevel endalc'hadennoù bihan ha distummadurioù a neuz.


Un araokadur dre sankañ kendarempredoù kengroaziet er bloavezhioù 2000 en deus degaset un tostadur diforc'hus d'al lunerezh. Dont a reas an dizoloadenn-mañ eus disoc'hoù dic'hortoz gwelet e-barzh arnodoù eilpenn-amzerel. Enrollañ gwagennoù gant ur rouedad reseverien hag adgrouiñ anezho en danvezenn goude an distreiñ-amzerel en deus roet ar moaien da dolpañ ar gwagennoù ouzh ar vammenn orin pe ouzh dameuzherien. A-bann, addolpañ ar gwagennoù d'un danvezenn brellet en un doare arvarek az eas en-dro kalz gwelloc'h eget ma reas en un danvezenn unvan.

Ledañ ar Pleustr

Ar preder pennañ el lunerezh lieselfenn a zo mentañ ha kompren an tredeogiezh etre ment ar roadennoù, luzierezh urzhiataerel, feur a-sinal-da-drouz, ha spister. Eizik eo an tredeogiezh etre spister ha stabilded pa vez trouzus ar roadennoù. En em ziskouez a c'hell un trouz e stummoù disheñvel el lunerezh lieselfenn. Ar reserverien a c'hell bezañ atebek d'ober trouzoù muzul, da lavarout eo e vez breinet ar roadennoù enrollet gant trouz ouzhpenn ha digendarempredet. Komprenet mat-kenañ e vez ar seurt trouz-mañ ha skañvaet a c'hell bezañ gant arc'hweloù lunerezh klasek, evel lunerezh karrez-disteroc'h (pe eilpennadur stumm-gwagenn klok), treizhadenn eilpenn-amzerel pe treizhadenn amzer-dreug.


Orin trouzoù a c'hell bezañ an danvezenn. Dizunvan a c'hell bezañ an danvezenn deun ha trouzoù reustlad a vez krouet neuze er roadennoù gant ar skignadur. Ur framm disheñvel-meurbet o deus an trouzoù reustlad pa vezont keñveriet ouzh trouzoù mentañ abalamour d'o ferzhioù darempred dizanat. Dielfennañ a ra Sivienn darempredoù ar sinal enrollet a zoug stlennadoù diwar-benn an danvezenn.


Orin trouzoù a c'hell bezañ ar mammennoù. Bezañ a c'hellont damreoliet. Evelato e c'hell trouzoù direoliet pe trouzoù-endro zokenoc'h krouiñ gwagennoù a zoug stlennadoù diwar-benn an danvezenn en-o-c'heñver. Tostadur dibar Sivienn a zo dielfennañ kendarempredoù ar sinaloù enrollet ha tennañ ar stlennadoù diouto.

Dispakañ Oberiadennoù

Implijet e vez teknikoù kendarempredoù kengroaziet en oglennoù eoul-maen, e morioù don pe e puñsoù eoul-maen oberiat. Strolladoù kaptorioù a enroll trouzoù-endro en ur vezañ implijet da gaout ar sinaloù kaset gant ar mammennoù reoliet-pe-reolietoc'h a gaver war-varr. Aotren a ra an teknikoù kendarempredoù kengroaziet da dreuzfurmadur ar c'haptorioù gouzañvus da vammennoù galloudel e puñsoù. Er c'hrendouaroniezh a c'heller staliañ strolladoù kaptorioù bras zoken ma vez mammennoù skingasel ral ha direoliet dre-vras. Aotren a ra teknikoù kendarempredoù kengroaziet da dreuzfurmiñ en un doare niverel roadennoù o tont eus ar strolladoù gouzañvus-mañ da zisoc'hoù kevatal ouzh ar re o tont eus rouedadoù oberiant. Dreist pep tra e vez aotreet evezherezh menezioù-tan gant lunerezh gouzañvus trouzoù-endro. Bez eo an evezherezh brasjediñ arc'hweloù kevatalenn ar wagenn etre koubladoù reserverien dre gengroaziañ darempredoù ar sinaloù enrollet gant ur resever gouzañvus.
Evezhiañ a c'heller an endro dindandour gant klevoù gouzañvus ha dre gendarempred. Tretañ a c'heller kendarempredoù kengroaziet ar sinaloù enrollet gant ur strollad reseverien da lec'hiañ ur vammenn a-bell hag a skign dre un endro luziet, evel ur sturier gwagennoù meurvorel. Dizoleiñ a c'heller ivez dameuzherien ha direizhderioù en ur implijout kendarempredoù ar sinaloù skignet gant mammennoù a drouz-endro.
Evezhiañ a c'heller ar framm mekanikel diabarzh e kalon ur reaktor nukleel gant un dielfennadur a froudad neutronoù o tont eus ar galon dre gendarempred hag a glask dezverkañ doare froum ar galon.
Muzuliadennoù an doareoù-mañ a c'hell bezañ keñveriet gant jedoù orinel an oberer hag un direizhder er frekañsoù mozel ha/pe neuzoù doare a c'hell bezañ abadenn un direizhder er framm mekanikel.
Arnodoù dizistruj hag evezhiadur yec'hed frammel a glask jaojañ perzhioù un dafar pe ur framm a-benn dizoleiñ freuzoù pe direizhderioù. Hegerz eo strategiezhoù hag a implij mammennoù oberiat ha reoliet evel ekografiezh dreistsoniel. Implijout a ra Sivienn sinaloù enrollet e-barzh ur rouedad hollbadus a gaptorioù gouzañvus ganet gant mammennoù trouzoù-endro.
Implijout a c'heller el lunerezh mezegel kalz seurt gwagennoù disheñvel a-benn sontañ korf Mabden. Un danvezenn luziet-kenañ eo kelligoù Mabden avat ha hentennoù lunerezh a c'hell bezañ harzet gant trouz reustlad. Teknikoù lunerezh dre gendarempred implijet da zisterañ efedoù ar seurt trouz-mañ a c'hell gwellaat an tredeogiezh etre spister ha feur a-sinal-da-drouz.

Ar Renerien

Han WANG

Enklasker

HAN

Jean-Louis Beffa

Kuzulier arbennik

JEAN-LOUIS

Jean-Philippe TOUFFUT

Prezidant

JEAN-PHILIPPE

Josselin GARNIER

Enklasker

JOSSELIN

Darempredoù

Hor gwelout
war Pinterest
Chomlec'h
3, plasenn an iliz
29570 Roskañvel
Bro C'hall
Digeriñ ar gartenn
Close the map